mardi 8 décembre 2009

Enez Groe

Enez Groé a zo e creiz ar mor braz , war dro daouzeg kilométrad mor zo eus an enez beteg an douar braz,al ledander vor ag a zo etré aochou Groé ag aochou Pleumeur a zo anvet e gallec "les courreaux", se zo ur seurt mor bihan an diazez e leh ma veze cavet repu epad ar barr amzer gand bagou pescétérion enez Groé, ar bagou evid pescéta an thon e oé graet gand linenou. Ar buhéz, gwechall e oé called, n'e oé ket aes da vevan, ar gwazed a labouré war ar mor ag ar merhed a labouré war dro an douar ag an tiez.

Enez Groe he deus eiz kilometrad a hirr ag war dro tri kilometrad eys costez ledann, souézus eo da wellout ar muzul a c'hell da chench gand ar mor, dre ar mor eo war e izellad pe e uhelad a c'hell al ledander da veza brazet pe verret.

Muzul he gorread a zo mill pevar hant hwezeg hectar azaou ugent "1476 ha", Beteg ar brezel diweza an enez a labouré war dro micheriou ar mor, cavet eoé uzinou evid mirout ar pesc, sardin pe thon. Goudé ar brezel beteg breman ar re yaouanc a yello war an douar braz evid heulia o scoliou pe evid cavout ul labour bennac. Ur festival filmou a zo savet pep blo e benn ar finn miz eost gand an ticaer ag e maer an autrou Eric Regenermel.
Calz cudenn a zo war an enez sen, da gantan ne vez ket cavet labour a-walh ag niverenn tud dilabour a zo braz ag ur hudenn all a zo gand ar boeson. Cavet e vez tud yaouanc mezo alies war al leur boutin.

Ar produiou ag an dud a zo casset a digasset gand bagou linenn reiz etre Groé ag an Orient, pemp a zaou ugent minutenn a zo ar veaj.
Pouez an touristed a zo braz war economiez an enezenn sen. Meur a hanter an tier a zo prenet gant estrejourion eus an enez ag e vez cavet pennou braz ar bolitic, evel Dominic Voynet, an deputeet Cambadelis, ar barnerez Eva Joly.. int o deus eun eil ti barz an enez met chom a raint e lec'hiou all ag epad ar bloa chom a ra ar prenestrou serret evel sen e vez clevet an enez a zo marou epad ar bloa ag beo epad an hanv.

Dizolom eun tammig an enez sen.
Cavet eo war zu ar cornog an tornaod uhel ag gouet eo ar hostez sen, n'eo ket eas evid ar bagou mont e barz. Poblad enez Groe a zo war dro daou vill a dud. Gwechall pa e oé pinvidic an enez e veze cavet beteg pemp pe chwech mill a dud.

He ano a zo chomet eun dra cuz evid oll claskérion o doa c'hoant cavet he stair. E 1037 e oé scivet he ano : Groé, ag e 1327 Groy, ag e 1448 Grooy ag e 1704 Grouai. Breman daou ano a zo implijet unan e gallec : Groix ag an eil e brezoneg : Groé.
Calz traou a zo scrivet diwar ano sen: peurliesan ar hlascérion a sonj eo deuet an ano sen eus merc'hed a veve gwechall war an enez sen ag e oé graet strobinelerez dezi pe druidez. Lod a sonj Groix a zo tost Groac'h ag a dalv ur sorserez a setu penaos eo deuet an enez sen , enez ar Groac'h. Bez ez eus unan a sonj centoh eo liammet gant ar hévou a zo cavet en e barz ag Groix a zo deuet eus "Grotte".
Ar pez a zo sur evidoun eo : gwir eo gwechall e oé cavet relijionn an druid warni ar ar heltied o doa savet savaduriou meinn enni.
En enez sen o doa ul leh pouézus gwechall setu perac calz arméou o deus dibadet al leh man evit sevel campou ag ano "camp ar romaned" a zo cavet warni met an alamaned uvé o doa savet o hampou.

mercredi 29 juillet 2009

Ethnoulougiès Enez-Groé

Setu an destenn n'eo ket échu ha leun gand faziou. Ma carit scoazia ahanoun evid difazia anezan , mar plij. Al labour-man a zo ur seurt hent ethnologiéz breiz evid an hini o deus c'hoant kemer perz barz sevenadur ha yez breiz ha broiou celtiec. Al lizer "C" a zo caled ato ha pas evel al lizer galec "C" evel ma ano "Hocine" met "C" evel "Carbon".


Enéz Groé en doa calz anoiou abaoé amzeriou gwechall betac breman, ni a gav anaiou-man: Groé e bloa, 1037, Groy e bloa 1327, Groay e bloa 1448, Groa, Grouays, Groye, Enez ar Groach, Enez ar Groez, ha breman an enez man a zo anvet ged e ano galeg :Groix. Setu ul lod eus anoiou e oé roet dezi abaoé amzer coz Noé betag breman. Ur istot coz a lavar gwechall e oé sorserieon var an eneziou celtiec ha , matehé, setu perac e oé roet ano Groach evid enez Groé, Enez ar Grweg ??...

Abaoé ato e oé sachet Enéz Groé ouz an douar braz dre ar Bagou, pep seurt bagou e oé eus re vihan betag ar re vrasan. Eur scrivagnier en deus laret en he leor :"Groix autrefois", ur bag e oé beuzet e cichen enez Groé an amzer al Calif Abdel Rahman Kentan e bro andalousia hag pevar moraer eus ar scipail o doa cavet var enez Groé o savetein. Martehé, an istor se é oé erruet e gwirioné peogwir holf ar Casgogne e oé brudet evid e amzer ken fall ha droug evid ar bagou.

Ar Meinou Coz, al Lidou, an Iliz, ar Roué bro Hall Charlemagne:

Var enez-Groé e vez cavet meinou coz a pep seurt barz parcéiou lannec ha balannec: Taoliou-mein, mein hir, béziou coz ha meiniou dastumet
Evel just , pep hini a oar deus peleh eman orin ar meiniou-man? Gwir eo gwechall e oé ur civilisation anvet civilisation ar mein peogwir savet e oé , ganti mein e pep lech hag e pep seurt e Breiz hag e Broiou all hon eus cavet, ivé pep seurt meinou , hir pe, round pe braz...hag ar civilisation man en doa ur relijion liammet ged ar meinou man met ivé ged an héol, al loar, an dour, ar mour... Ar Heltiek e oé dindan levezon an natur hag o spered e oé stummet ged an natur man.

Eun neubeut ahcelourouieon o deus cavet var enez Groé denveziou amzer ar mégalitic evel : silexiou, tesonou pod douar, traou houarn...ivez e caver : béz tuchennou e Porz-Melit, Hamp ar Romaned, fornou douar koz, Péskerez parc en Daou e Porz-Morville, krénvlehiennou eus ar 18 kanteved, ur "Drakkar " viking e oé bet disdouarnet e derou ar 19 kantevet, ha breman an drakar man a zo e mirdi "Sent-Germaint" e cichen Paris. Ni a sonj an drakar man e oé an hini ar roué pe ur prins eus bro Suéd hag e oé douarnet ar prins man ged he drakar var enez Groé.
Béz ar roué pe ar prins man e oé er heizteiz cériadenn Locmaria, en ur leh anvet Gourguel. Me sonj e vefe mad da houlenn evid distro ar bag man e Breiz. Ouzpenn se ni a weller gwechall un eor tu ar mor var haeou Porz-Tudy.
Betag an disph braz e 1789 en Enez man e oé dindan galoud ar Rohaned azaleg 13 kantved, pesketion e oé graet deus outo hag ar merhed a labouré traou an douar pe an ti. Betag 1850, ar potred a tenne eus ar mor ar sardin hepken ne oé ket calz trou da ober. Met spountet e oant pa welent ar sardin e oé cuzet eus ar mor var dro 1850, n'eus sardin ebet!! Sonj 'ta!! an dud e oé souézet braz ahg ne ouient ket penaoz e oé erruet an hud se. Atao abaoé coz noé ar sardin a zeué epad an nevez-amzer met evid ar wech kentan n'eus sardin ebet e 1850 . Goudé se red e oé evid ar pesketerion da zerhell ged o micher hag e oé tud o deus desket an doaré paka an ton e enez Sein ha setu int a grogé ged o micher nevé pesketa an ton hag e oé deuet enez Groé brudet evid an ton, warnan e oé betag pemp labouradec pesk evid laka anezo barz tonneliou ged eol hag holen, betag tost 400 chaluter é oé.

Oad sivilisation ar meinou a zo coz, clascerien a sonj savet e oé ar vein man etré 5200-1800 araoc hon Salver (H-S) int , ar meinou hir a zo oajet 7000 a bloa evid an neubetan ha n'eus den ebet a oar piou en deus savet ar piliou man?? Martéhé, tud a zeué eus ur blanedenn all?? Piou a oar??
Evel just mojennou hag istor farzus é oé bet crouet pe ijinet ged an dud ha calz traou é oé savet. Al lod a gredi e oé bet savet ar meinou man ged ar horrihaned evid o dansal epad an noz dindan al loar leun. Al lod a lavar ar meinou e oé implijet evid ober lidou ged an Druized ha Merhed n'int ket dimezet hoaz... Met betag breman tud zo evid credi ar mein man o deus ar haloud da parrea eus ar hlanved an dud hlanv met ivez ar vouez o clas ur paotr evid dimezi a lak he douarn var ar mein evid bezan dimezet epad ar bloa a zeu hag an hini hoant ur bugel a laka he horf ouz ar mein hir ivé.
Savet e oé an Iliz enep se hag he deus difennet azeulia meinou hag pep hini a heuil ober lidou ganto e vezé wellet evel ur pagan .
Roué bro Hall, Charlemagne en doa gourhemennet evid distruja en oll meinou savet dindan urz an Iliz. Hag evel se laka an dud dindan galoud an Iliz hag ar Roué pell eus ar relijion pagan man.
Setu perac calz meinou man é oé distrujet ha astennet var an douar pe cizellet varno croasiou ha traou an urz hatolic met coulcoudé calz eus outo a zo var o sav betag breman.
Var enez Groé, ar re koz a contaé penaoz e oé erruet Sent-Tudy var ur mein eus Breiz-Veur betag enez-Groé araoc ar Sent -se a yaé betag Loctudy e Finistèr.
Sent-Tudy e oé erruet var enez Groé var dro ar 5 pe 6vet kanteved e Groé evid precha an testament nevé, hag he bag e oé istriz, sonj 'ta! Ur mein é oé!! ar mein man en doé pemp metrad hirad hag a zo var enez Groé betag breman disavet an amzer Charlemagne var dro 1200 hag astennet eo . Setu, bag ar Sent-Tudy e oé ur men nemet ken ha goudé Sent-Tudy a heulia e veajin betag Loctudy en Finistèr leh e oé savet gantan ur manati.

Gwechall araoc ema desavet ar men man e oé implijet evel un tour tan evid scoazia tud ar mor ha cuzulia anezo betag porziou an douar egiz se ar men hir se ged he pemp metrad en deus sicouret calz tud é oé collet ganto en hent barz ar mor.

Abaoé ar bloa 600 betag an 19 vet canteved e oé graet lidou hengounel pep sadorn épad miz Even e bro Guened evid sicoura an dud da zimezin.

Al lidou man é oé graet eus outi "Gouel miz Even". Hag e oé graet var dro an daoliou men.

Hag ar re yaouanc ne oant ket dimezet awalh ha oajet int da 16 bloa ,paotred ha merhed, a zeué pep sadorn eus ar miz Even e meinou man hag gwisket e oant gant dilhad caèr ha e oé laket var o penn ur hourann ged greun, éd, gwinniz pe a wechou var o togou hag ur boked bleuniou var crvenn ar merhed, en ur emvod braz dindan levezon abdruidez. Pep paotr a denné ur plach ouz he horf fre he biz bian hag a yaé barz henjou a n daol maen leh e oé cavet bleuniou, greuniou éd ha gwinniz.
Ar houplad e oé chomet fial unan da égilé e vézé dimezt hag int o doé mirout o fresk hag o sked.
Pennrener ar gouel e oé un druid hag e oé var e fenn tri lietenn( eus lien) ha pep hini he deus ul liou, ar gentan he deus al liou wenn hag e oé liou hlas an druized, an eil e oé al liou glaz hag e oé hlasad ar barzed hag an teirved he deus al liou gwer hag e oé hlas an divinirion.
Ar pennrener e oé gwisket mad ged ur saé wenn ha hir betag he zroad hag e oé graet eus outan e gwirioné an tad paéron hag a clascé ur vamm paéron. Ar paotr a lak un ano houarn e biz ar vaouez evid beza eurus hag a houdé dioustou é oé un dans round braz ged un ton ganet ged an dansérion , anvet ton "an teir liétenn".
Pa e oé an héol en he kuza an oll a yaé mont cuit ged canaouénou ha laouenez , an eil o tennan egilé dre ar biz bian.
An Iliz he doa difennet ar Gouel man.

vendredi 17 juillet 2009

Ne son ket mui télenn er barh...

Er bed é bud un auèl fol,
Er goed e rid, e rid dirol ;
Ne sonket mui Télenn er Barh.

En dén d'en dén e huch : lah ! lah !
Selleu en ol e zo divarh :
Er Gas é voug er Garanté.

Kannen er Peah hag er Vuhé,
Kannen er Guir, er Garanté,
E oé hembkin kannen er Barh.

Kanenn er Gad, kanenn er Lah,
Kanenn er Geu, ou des siouah !
Ou des goleit Kan en Délen.

Erbad é d'oh son hou sonnen :
Guel e veet doh er spéren,
De hortoz dé devé er gad.

Ken ma sého un auel mad
Er goéd chuillet : dareu en tad,
Dareu er vam hag er pried.

Ur linsel veur ar Vreih lédet
E voug pep joé kentéh gannet ;
Dresti ne sau meit er Beden.
Télenn tauet : Peah d'en Anken.

Betag ma vo arré en Nerh
-Gelloud er Lon- Tréhet akerh
D'er garanté Mam an Auen.

LOEIZ HERRIEU

Bretonnité et résistance: Les Morts qui ne parlent pas

L'article que l'on va lire a été écrit avant la première guerre mondiale par le poète Jean-Pierre Calloh. Nous avons cru n'y devoir rien changer.
Jean-Pierre Calloh, fils de pécheur, naquit à Groix le 24 juillet 1888 et fit de fortes études au Séminaire. Il ne put entrer dans les ordres comme il l'aurait tant désiré, et dut rentrer dans la vie laïque ; comme beaucoup d'autres jeunes Bretons sur lesquels leurs amis fondaient les plus grandes espérances pour la régénération de La Bretagne, il est mort au cours de la Grande Guerre le 10 Avril 1917.
Il avait commencé à écrire très jeune sous le nom de Bleimor, et s'était rapidement affirmé comme un écrivain hors pair. Son manuscrit de poèmes : "Ar en Deulin", confié par lui à son ami M.P.Mocaer, pour qu'il en prépara l'édition au cas ou il lui arriverait malheur .

" Ce peuple (breton) est décidément le dernier de l'Europe pour le patriotisme. Il est au dessous des Lapons." On m'a écrit cela. J'ai répondu : " Il ne faut pas trop lui en vouloir. Le fait s'explique aisément : c'est un peuple qui a perdu ses chefs. "
Et nous allons, si vous le voulez bien, passer la revue de nos chefs perdus:

1- Les Nobles,
L.Paul Dubois, dans son livre sur l'Irlande contemporaine, parle à tout le moment de la "démocratie" irlandaise. Il a raison et il a tort. Tort parce que le terme prête à confusion, et peut faire croire à la vitalité de l'idée démocratique en Irlande, alors qu'il n'en est rien, sans doute, en dehors de quelques fénians d'Amérique qui rêvent d'on ne sait quelle "République irlandaise" dans le jeu de laquelle, à cette heure, il n'y a guère d'atout. Et il a raison, parce que, là-bas, le fait, l'état démocratique existe. Autrement dit : il n'y a pas d'aristocratie nationale en Irlande, et c'est le malheur des irlandais.
Ce malheur est le notre aussi. On n'attend pas de nous quelque dissertation bien sentie sur la nécessité d'une élite, nécessité que personne, aujourd'hui, ne conteste . Bornons nous à poser que, dans des pays aussi individualistes que le notre, aussi réfractaires à l'association (qui peut seule, dans certains cas, remplacer l'aristocratie), cette nécessité est plus pressante que partout ailleurs. En fait, tant qu'elle posséda une aristocratie digne de ce nom, -jusqu'à la Chouannerie,- la Bretagne a fait figure de nation. Depuis qu'elle l'a perdu, elle est comme un bateau sans boussole, à la merci de tous vents.
Il y eut des tentatives de relèvement, certes ! mais qui n'aperçoit le danger ici ? Une aristocratie, c'est la conscience d'une nation. En son absence, les divers mouvements nationaux, à quelque profond besoin qu'ils répondent, sont désarmés devant les illuminés, les incapables et les fous, à qui il suffit d'un peu d'audace pour s'imposer et s'emparer du gouvernail. Cela fut durement constaté en Irlande. On me souffle que la même chose arriva parfois en Bretagne. Mais glissons.
Il y aurait beaucoup à dire sur nos gentilshommes bretons d'ancien régime. Beaucoup de mal et beaucoup de bien. Nous croyons, toutefois, que l'historien impartial, synthétisant leur oeuvre, trouvera que si, incontestablement, elle eut pu être meilleure, en somme, elle fut bonne. Ils n'ont rien fait pour la langue, c'est entendu, mais elle n'était pas menacée, en ce temps là, aussi implacablement qu'aujourd'hui. Et un grand nombre d'entre eux la parlaient, ce qui est encore la meilleure manière d'inciter le peuple à la conserver. Par ailleurs ils montrèrent souvent, et ce mérite n'est pas mince, un sens très averti du véritable intérêt de la nation. Toujours ils furent, envers et contre tous, les défenseurs acharnés de ces franchises qui nous paraissent à nous bien désuètes, mais qui, du moins, tant qu'elles vécurent, -c'est à dire pendant près de trois siècles,- ont servi de drapeau à l'antique idée nationale. Sans réserve, il faut louer nos anciens nobles du long effort qu'ils firent pour elles.
Mais leurs fils, dites moi, que sont-ils devenus ?... J'en aperçois une douzaine dans le mouvement breton . Et les autres ? qui me donnera des nouvelles des autres ?
Les autres ? Parbleu, ils sont morts. Morts à leur patrie, du moins. Car nous les voyons, -en d'autres champs hélas ! que dans ton champ abandonné, Bretagne- vivre, s'ébattre, et même grouiller.
Les autres font de la politique. Dans les soucis de ces héritiers magnifiques des preux d'Arthur, la conquete de l'Isoloir a éclipsé définitivement la recherche du Graal révéré. Les autres, o Nevenoé, sont sur le turf tout le jour. Quand ils ne font pas courir eux mêmes, ils regardent les chevaux d'autrui, et les jockeys d'autrui. Les autres sont au bal , à Pontcallec le Décollé ! au bal chez les Oppenheim et autres Ephrussi, et ils se donnent à leurs flirts un peu, beaucoup, passionnément, pendant que les violons pleurent sous la lune . O chouan Tinténiac, les autres sont courbés sur leurs terres, chez nous: mais ils ne lèvent point la tète, de peur d'apercevoir, en haut, trop douloureux pour leurs sensibilités frêles le visage ravagé de la Patrie. Les autres, o Hersart, - sans doute ont ils quelque courage encore - cherchent peut être une belle cause pour qui se battre: mais ils la cherchent hors de nos marches; mais ils ont oublié la devise celtique ou l'aïeul criait sa fierté, et ne savent même plus ce que veut dire leur propre nom.....
"Tout hommes est une addition de sa race", prononça Blanc de Saint-Bonnet. Inclinons nous. Mais si le terrible philosophe avait connu les nobles de Bretagne en son temps comme au notre, il nous plaît de croire qu'il eut ainsi complété son axiome : " Règle : Tout homme est une addition de sa race.-Exceptions : Les nobles de Bretagne en sont une soustraction."

Je reviens parfois en pensée, sur cette chartreuse d'Auray, ou souvent mes pas d'adolescent me conduisent. Non que je lui décerne quelque beauté, au morne monument dressé là-bas, et dont le style stupidement grec au coeur d'un paysage breton, doit faire jurer les chérubins. Mais de beaux souvenirs flottent sur cette lande, ou les martyrs dorment dans la gloire sous le l'oeil repentant de la Gaule... Je me rappelle aussi la vieille gardienne qui, le caveau ouvert, y descendait, au bout d'une corde, une lumière, pour nous faire voir les ossements.
Et je songe que le pauvre écrivain breton, qui s'adresse aujourd'hui à nos nobles, au nom, pourtant, de la Patrie, ressemble un peu à cette vieille, et qu'il est celui qui promène sa lanterne, en vain, dans la misère d'un charnier.

Allons, debout, cadavres ! Debout, charognes ! Ces noms que les sueurs et le sang de nos pères à tous ont rendus glorieux, ont sacrés historiques, est-il possible, quand la Bretagne ramasse le ban et l'arrière-ban, est-il tolérable qu'ils soient les seuls auxquels personne ne réponde : Présent ? Debout, squelettes ! Ce qui vous appelle, c'est la voix de la vie, c'est cette Voix de la bataille que vos chevaux eux même, autrefois, comprenait ! Sont ils morts deux fois vos ancêtres, morts dans leur tombe et morts en vous ? Debout ! Pred eo, pred eo : il est temps ! Voyez : les gueux sont là, - nous autres,- à votre porte, criant la grande détresse qui est au royaume de Bretagne, attendant des chefs pour continuer de tenir.
BLEIMOR.

mardi 9 juin 2009

SANT GWENAEL

SANT GWENAEL
Abad Landevennek (6et Kantved)


Gwenael, mab da Ronvel ha da Levenez, a c'hanas e Lanvenek (1) e goueled Leon; E gerent a ioa Bretoned, ginidik o daou eus a Vreiz-Veur, hag a oue eus ar re genta a dreuzas ar mor evit dont da jom da Vro-Arvor.
Eun dervez, seiz pe eiz vloaz a c'helle kaout er mare-ze, edo o c'hoari er porz a ioa dirak e di, pa zigouezas gant sant Gwennole tremen en hent-ze gant eun toullad eus e venec'h. Abad Landevennek, o welet ar bugel koant m'oa Gwenael, a jomas a zav en e gichen, ha gant eur mousc'hoarz e lavaras d'ezan :
- " Va mabig, n'az peus ket a c'hoant da zont da vanac'h ganeomp-ni ? "
- " O va Zad, eme ar potr bihan, me a zo prest da ober, evit plijout d'an Aotrou Doue, kement tra a c'hourc'hemennoc'h d'in ! "
Hag ar bugel, heb mont en ti, na netra, ha dao dioc'htu da heul sant Gwennole. Henman a jomas mantret ouz e welet hag a lavaras d'ezan :
- " Re vihan out c'hoaz, mignon, da zont ganeomp ; Landevennek a zo pell ac'han ; ne vezi ket goest da Vale beteg eno. "
- " Oh ! eo " eme ar potrik, hag e kerze da heul ar venec'h.
Gwennole, sebezetoc'h eget biskoaz ouz e welet o tont var e lerc'h gant kement a diz, a zizroas gantan da di e dud, hag, o veza bet o asant, e kasas anezan gantan da Landevennek.
Daoust peger yaouank oa pa'z eas da zervicha Doue er manati, Gwenael ne deuas ket da yenat eur pennad en e zervich, na pell diouz eno. Tri bloaz goude e wiskas sae ar venec'h ; en em rei a eure a zevri d'ar studi ha d'ar beden ; miret a rea reolen an ti penn da benn, gant ar brasa aked.
Alies, epad ma kemere e vreudeur o diskuiz, ec'h en em daole, en hanv koulz hag er goanv, en dour beteg e ziou gazel, hag e kane seiz psalm ar binijen evit goulenn ouz Doue ar c'hlanded a gorf hag a ene, ken evitan e unan, ken evit an holl gristenien.
Gwennole, var e varo, a hanvas anezan da bignat var e gador ; Gwenael a jomas seiz vloaz e penn abati Landevennek. Goude ar seizvet, e treuzas ar mor gant unnek manac'h hag ez eas da Vro goz e Dadou.
Epad tregont vloaz hag ouspen e prezegas e Breiz-Veur hag en Iverzon ; sevel a reas daou pe dri manati nevez ; lakat a reas gwellaen da zont er re goz, hag eur wech great an dra-ze e savas c'hoant gantan da zizrei da Vreiz-Izel. Treuzi a reas ar mor en eur vag aleg goloet gant krec'hin. Evit e holl denzor e tigase gantan eur bern levriou ha relegou.
Douara a eure e Bro-Gerne, el leac'h ma savas tri vanati ; goudeze ez eas da C'hroe, hag eno e chomas eur pennadik brao da nevezi ar manatiou bihan a ioa niverus en enezen-ze. Daoust pegen troet oa var al labour , eur mare a deuas hag e rankas ober eun diskuiz ; mont a reas eta eus Groe hag e reas e zisken e aber Blanwez, el leac'h ma savas eur manati all.
O veza eat eun dervez da welet Karadek, unan eus e venec'h a ioa en em dennet eur pennad ac'hano en e beneti e unan, e tigouezas gant eur c'haro anter zihalanet dont dindan e vantel d'en em guzat diouz ar chas a ioa o redet var e lerc'h. Werok, roue Bro-Wened, eo a ioa dre eno oc'h ober eun dro-jase. P'en em gavas gant ar zant, e oue laouenn meur da veza gellet ober anaoudegez gantan, hag e stagas daou damm leve ouz e vanati, evit ma vije pedet evit silvidigez e ene hag hini ar vro.
Gwenael a varvas dem-goude, vardro ar bloaz 590.
Plougonvelen en eskopti Leon. Erge-Gaberic ha Bolazec en eskopti Kerne o deus e gemeret da batron.(2)

Notes :

(1) E parrez Lanriouare
(2) Chapeliou en deus, pe en deus bet e Gwiscriff, e Poullaouen, e Elliant, e Moelan, e Pennhars, e Ploneis, e Landivisiau, e Kore hag e Pouldergat.

mardi 6 janvier 2009

D'eus peleh e teu an anv enez Groe?

Anv Enez Groe a zo brudet kalz , Enez ar Hoah, pe enez ar sorserezenn. Piou e oe ar sorserezenn-se? E Groe evel lechiou all eus bro keltieg an hunvr boutin eo leun eus dremmou dishenvel ha liester.
Kalz pezh a zo scrivet war orin ar fablenn-se; unan a conta deomp gwechall pa oa an dud keltieg choaz ha ne oe ket choaz tudou anvet, saoson, breton, pict, iwerzon... ne oe ket poblou primitif o veva tost an natur. Tamm ha tamm ur societé a oe krouet, rannet e oe an tri lod , da genta lod ar Roue, ar Roue a oe war ar penn ar societé-se peogwir an amzer-se an den galoudus e oe graet doujans dezan hag ar Roue o doa ur Hastel krenv ha galoudus war dro ar Roue e oe tud liester ha dishenvel, da genta e kerent evel he gwerg, e vugale ha goude e marherien. Anvet e oe ar religion e oe aozet get tud desket war traou kuzet ha mysteriou Druit a oe ul lod gwelet evel tud labour war dro ar mysteriou ha traou evel-se, evel ar buhez hag ar vervel...War enez Groe scivagnerien lavar e oe maouzed e oe graet sorserezed . Met unan a lavar gwechall an dud o labour war ar mor hag an ankou a oe atav o klask dastum eneou mab den, hag niverenn braz e oe an dud marvet war e bagou. Hag e oe ur vaouez koz tre gant ur vaz o bale atav eus ti da ti evit houlenn an dud ar kalou war benn ar martoloded a oe maru dindan an amzer fall.

vendredi 2 janvier 2009

AENEZEN GROE

N'a brauet o mem bro chouquet é creis er mor, tair leàu ér moez !
A bél, AEnezen Groe, guet hé divréh digor, zou ur Roannez.
Er haerèg tro-ha-tro hé goarn hag hé divenn doh en amzer ;
En haed, er boquetteu e zaspun drest hé fenn ur gouronn goer.
Na bràuet o mem bro p'hé guélan de-sàu-héaul, épad mis Mai,
Pe sàu a zan er glouih, peb mitin, a pe daul ar hé discoài
Hé mantèl glazadur, sembol ur youanquis dalhmat nehué ;
Ha dan sclerder en dé, pe huélan hé Hilis Palaez men Doué !
Na bràuet o mem bro, astennet el ur groèz o creis er mor !
Hanval o doh ur lest, anseigneu ol ar voez, gouilieu digor.
En héaul, guet hé splander, hé lihue hag hé displég él ur boquet ;
Hag en aenet o hra tro-ha-tro hou muzég d'em hro caret.
Na bràuet o mem bro, un noz lan a stéred, pe sàu er loèr !
Ihuel doh en audeu, hi daul hé forteled én hé miloèr ;
Ha deriaz er mor-tan e zibunn guet respet mil goléuen
Aveit splannein hé gloèr ha discein d'en AElet me Haenezen.
Na bràuet o er mor dirac en audeu don, digabestet,
Pe grapp en ur gornal, pe hum stoq, pe chumon, lon counaret !
Drest en tampest trouzus, mem bro èl ur hastèl e sàu hé fèn ;
Hag, izél doh hé zreid, er chum guen e vrancèl ur gouronnen.
Maes bràuoh o mem bro ar hent er Barouéz, lan a vuhé,
Pe sènt doh hé Bugul hemb héliat jamaez tud dida hué.
Pe huélan mem-brois lerh-ha-lerh doh er scuèl e gass d'en nean,
Bràuitérieu en doar e ya guet en ahuél, dirac m'inean.
M.GOURON.


Tennet am eus ar son-se deus ar hazetenn :"LA CROIX DE L'ILE DE GROIX", ar bloa 1891 an deiz ar 23, miz eost.